Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
155

kankred, legestr… ha cherreh perhuéh, én ur bern, rah er hregad e zei anehè.

Ha, goudé, sul ha pamdé, é vezè, ar en daul, kregad ha kregad hag ataù kregad. Hag er bern kregad divouidet e ledañnè, e ihuélè, un aneh !

É guréion e hoarhè bras get en doéré, beta ken ne oent bet bouneahet ha stamouzet…

Donet e hra er hourz d’er person de glanùat d’é dro get é vañné kregad. Kaer e oè dehon bout é sel a brenerion kregad, ne huelè hañni anehè é tostat, nag er bléad ketan, nag er bléadeu goudé…


————