Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
124


A zivout en amzér de zonet, bout e vo dehon déieu kaer ha bout e vo eùé déieu digaer. É diabarh er har, é vo dizolet dehon ur ré hag ur ré aral, get en tu de hirat ur lod ha de vèrat er réral, ha de zihoal dohtè.

Ret e oè dehon anaùet en déieu kaer hag er ré divourus, hag en tu de zilibourein é dreu. Guir e oè er péh e larè er gouskeréz ar er bratel ; guir e vehè eùé er péh e larezè én diabarh. Deit e oè aveit en doéré. Goah dismant é ma bet, liés, éh obér a huéh real.

Hag ean krapet ér har, aveit kleuet ha gouiet hag eùé aveit guélet portred en hani e rekè karein er muian. Hag ean, a getan, tennet huéh real ha oeit én diabarh.

Er gouskeréz e sel é kreiz é zeulagad ha laret e hra dehon :

— Nen doh ket diméet.

— Deit onn d’hou kavet aveit en doéré.

— Hoant bras e zo deoh de ziméein.

— Guir e laret.

— Diméein e hreet a pe gaveet.

— Nitra splannoh ! Kavouit é en diésan.

— Hui e gavo, é kanderhel de glah.

— Ne houian ket émen monet de glah ?

— Héh anaùout mat e hret.

— Ne houian ket.

— É ma hé chonj genoh.

— Perak n’er lar ket hi dein ?

— Ne gred ket ha ne gredo ket. Deoh hui é hé havet.

— Penaus hé havet ?