Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
5

biskoah. Deval e hra en héaul duhont ha ruoni e saù doh er holern. Dén ne hel laret più ag en deu hourénour e chomo mestr ar en dachen. É ma ataù en treu a hantér de hantér étrézè ou deu.

— Sellet en « darzed ! » un deùeh abéh ne fonno ket dehé ; un deùeh pen-d’er-ben e rekeint hoah ! Dibiet distag, « darzed ! »

Kiseu er Meillouz e arfleu grons er houréneréz ha chetu deit dehi, én ur huélet ur poulad deur heudi, ur fal chonj hé laka de gol fréh hé deùeh gourénereh.

Ha hi de blégein aveit cherreh un dornad deur lous ha priellek de drujetat é deulagad hé fried En oheh ean ne gol ket er poel. Ur paùad displeget ar poulkil er hroah héh asten pebeilpennet ar hé hed de ziskrabellat ér poul.

Soéhet, dallet, boaret, vatet, chom e hra ér poul un herradig amzér hemb fichal. Hé fried e dro hag e zistro a bep tu d’er poul, e saù en tam lavreg ledañnan e gav, hag e za endro, e stag é zorn é poulkil é hroeg aveit hé derhel én deur beta ken n’hé devehè bet anaùet reih é vestroni ar pep tra ha beta ken e vehé bet groeit ur papér ag en doéré.

Donet e hra en testeu ar en dachen. Er goaz, un dorn é poulkil é bried, un aral é seùel en tam lavreg d’er lué, e huch en diféradenneu unan hag unan, tré ma vè « Darz » er Meillouz, doh ou distill d’en destéz de skriù.

— De biù é ma er lavreg ?

— Deoh hui, emé en deu dest.