Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
115

men, e tistroein d’hou kuélèt, ha mé e zegaso genein un dra benak aveit ou cherrein hag aveit dihoal dohtè a vregonsal hag a vrechen, pen-der-ben d’en hent. »

Tré ma konzè Iann, minouréz Keranstu e voutè hé bréh étré hé golhedeu hag e dennè geti, ar er léren, dornadeu huen e genigè a galon d’hé Iann karet. Bout a oè huen en noz-sé, bout e vehé bet en nozieu goudé, pe garehé donèt de glah anehè, pé hi ou degasehè dehon.

Hoah ur marmouzad butum, ur potèuad chistr, un tam larereh kaer ha Iann distroeit d’er gér aveit dihuennekat é lavreg. Ha ean, érauk monèt d’é vus, lammet é zillad diarnehon hag ou displéget ar er bodeu, aveit frintein ha divregonsal huen Keranstu, édan gloéh amzér Malardé.

En nozeh-sé ne oè ket bet tu de Iann de gousket. Dalbéh é vezè é gorv é hichal, èl a pe vehé bet sammet d’é hulé é doullad huen, èl a pe vehé bet en anstu miliget, a hroñnad éndro dehon, é fichal, é vregonsal, é huintein, é vrechen, aveit er flemmein, er chunein aveit biùein, drujein ha lardein.

Guir é éh oè bet Iann doh um zigol ag é nozeh dihousked. Tarhadeu kaer e gavè Iann de laret, a zivout guellanté er palastreu huen doh kignadur kribenneu kegér, hag a zivout en toullad huen, e oè bet é tegas geton, de strèuein ar en hent, a Geranstu de Gerlutun, nozeh é huéledel, ha hoah eùé a zivout en eih déad gloéh ha héaulatereh, e oè bet ret kavet, aveit dihuennekat é zillad.