Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
108


En dén e droh é zeulagad ar é huérennad kafé hemb ou seùel diarnehi, ha chonjet mat e oè a zihoal a laret ur gir ohpen, aveit trohein fonnusoh en tabut.

Drouget é grons er hroah, doh en doéré, ha chetu hi, goudé hé brunellereh, é vléjal hag e houilar, ma tapen hé dareu én hé zasad kafé. Difronkal e hra embér èl ur hroèdurig.

Hag ean, souret en druhé d’é galon, ha laret, aveit torrein hé halonad :

— Trohamb d’er bèran, er voéz, ha lakamb é ma er hafé tuem ha tuem berùidant.

Ne oè ket hoah kouchet guel er heh dén. Delahein e hra arnehon selleu téret. Ha hi de huibañnal én é ziskoharn :

— Nen dé na tuem, na berùidant !

Hag en dén saùet édan é huéh kafé ha oeit de valé.

Avelsé e rekezè bout bet groeit a getan : nebetoh a ardeu e vehé bet get é Jannig.

Truhé Doué ! diméet hui hoah, pautred !


————