Moéz ha dén e oè paket ha paket kaer ne oent ket. Liésoh eget liés é tarhè gurunenneu getè. Er voéz ne vourè ket bout dislaret na get guirioné, na get geu.
Chetu hoah, un dé, saùet béh étrézè, dré ben ket ha nitra.
Éh oent é tistern ou miren hag é kemér ou hafé.
Laret e hra en dén, hemb chonjal a zroug
— Er hafé-men nen dé ket tuem.
Ne oè ket kaer perachiùet é gonzeu dehon, m’é ma fardet dehi hé deulagad arnehon ha hi de dérein ha de doroñnal :
— Penaus ! nen dé ket tuem er hafé ? Chetu un doéré aral ! Ne houian ket mui ha tuem pé iein e vè un dra, marsé. Mal e oè deoh temal dein ne houian ket tuemmet kafé…
Hag hi e huchè hag e vrunellè, goah, goah eget pe vehé bet deit er hafé én tan.
— Goustaùet, er voéz ; didéret ! Ne laran ket mé penaus ne houiet ket tuemmet kafé ; bout onn bet é laret penaus er hafé-men nen dé ket tuem. Bout e zo kem étré en deu dra.
— Me lar mé, é skroéj hi, é ma tuem hag é houian tuemmet kafé kerklouz èl peb unan.
8