Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
3

gann, é nivérein en testeu, doh ou hlask ha doh ou diskein aveit en trenoz.

En um gleuet e hrér diar en treu-men : é porh en tiegeh é vo groeit en taul krog é dirak deu dest, ur goaz aveit er mestr hag ur voéz aveit er vestréz ; deli e hré er hann padein beta ken ne vehé bet spis ha splann gouniet er meud, (meud en hoari e oè ul lavreg) ; peb unan e labourehè aveiton a huellan ma hellehè.

Fechéz er Meillouz, test en oheh, e zo deit de ben, get éleih a zevizeu, a lakat é penneu er groagé ne rekè ket er gannerion na dantein, na krabisat na huchal èl spèged.

— Kleuet hui, « darzed » groagé ! spègereh, dantereh, krabisereh ne vè ket gourénereh, ha ne vo ket na spèget, na dantet, na krabiset. Spègeu moéz e zo mât de drehi ; danteu moéz e vè haval doh krabotereheu kah.

En trenoz, adal er mitin, é mant ou féar tolpet én ur porh mangoériet a bep tu. Er lavreg e zo displéget ar é lehed é kreiz er porh.

Azé éh oè bet un taul krog hag un tam diskrap ! Start ha poénius en deùeh ! na braset er profit !

Kent tâlein en eil doh égilé, er gourénerion e ra, peb eil tro, ur bok d’en aral. Iein e oè ou bokeu. Bout e oè én ou halon paud muioh a ongen eget a garanté.

Goudézé é stagant en eil doh é gilé èl deu gog kegninet ou hripenneu. Hag ind d’en um gas ha d’en um zegas arauk, ardran, a glei, a zeheu. Peb eil guéh é