— Kleuet, er voéz, hur buhé nen dé ket ur vuhé hag hun tiegeh ne hello ket harz doh houh ardeu ; deu vestr édan ur memb toen e zo rè, kerklous èl ma vè rè a zeu bén édan un tok. Kredein e hren éh oè dein-mé é jaujè mestroniein ar en tiegeh, ar er labour, ar en dud, ar er loñned, dré en arben ma tougan-mé tok ha lavreg, ha deoh hui kerhet én ur lod getè, abalamor mah oh groñnet a hivizenneu.
A vras e fariè me spered. Tarhet é men deulagad d’houh ardeu. En tiegeh ne hello ket harz dohtè hag un ihuernité e vo hur buhédegeh. Penfollein e hrehen kent pèl, — ha nen don ket é klask, — pé hou tagein e hrehen, un droiad benak hag é vehé ur fal hoari eidonn-mé hag aveidoh-hui.
Trohamb d’er berran, er voéz, de hoarieu houh ardeu, ha guélamb, doh ur chach gourén get più ahanomb hun deu é teli koéh pouiz en tiegeh ha karg er vestroni. En nerh e zibabo er péh ne fonn ket d’er spered ha d’er galon dastum édan hou toketeu. En hani ahanomb hun deu e saùo meud hun chach gourén e vestronio, én amzér de zonet, ar en aral hemb hoari é ben dal.
Er voéz, e lonkè, get leuiné, konzeu hé goaz. Korv ha nerh bras e oè dehi ; hag, épad ma tevizè en aral, er greden e ziazéè én hé fen é hello, get kement a helloud, seùel meud er vestroni. Ha hi dizouj kaer goulennet obér ur hrogad aben kaer. Met hé goaz e eilgonz é ma guel dehé gortoz en trenoz hag obér er chachaden é dirak testeu.
Pariù e hrant en deùeh é tifér léh ha lézen en em-