Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/99

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
KESTEL IV.

« Nag a zonezoneu ar-n-oh n’en des chuillet !
« Kement tra zou én nean eid oh zou displéget.
« Lojet e hues hou Mab, é pad naw miz hemb kin,
« Hou Mab én é splannder hon loj de virhuikin.
« É dan seblant un den nezen en hum guhé,
« Mez hiniw ean hou koalh ged é zivinité,
« Hag en hani e hues maget ged hou leah pur,
« En hum ra doh ean memb hiniw eid magadur.
« O brasèt ur geloud ne hues hui bet ged Doué !
« Peh greseu ar en doar ne chuillet hui bamdé !
« Amen adrest er Sent hag adrest t’en Eled,
« N’en des ardrest t’hou tron nameid tron en Drinded.
« Gloer d’en Tad en des bet choejet er Vam santel,
« Gloer d’er Mab en des bet hi sawet ken ihuel,
« Gloer d’er Speret Santel en des hi goarnet glan
« Hag inour de Rouanez hag en doar ag en nean. »
É pad er muzik se, én don ag er palez,
El labourer neoah dirak tron é vestrez,
É ben pleget izel, é galon lein a joé,
Ne voulj na ne san grik, béet él leuéné.
Mez a ziar hé zron, er Vam karantéus
Er guél hag en des chonj ag er honzeu klemus
En des, én é hlahar, lavaret a vitin,
E Karwez beniget, stuiet ar é zeuhlin :