Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/98

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
KESTEL IV.

Kreinein e hra neoah kalon er vam tiner :
« Digaset t’em falez me mab el labourer. »
Avel sen é konzas, hag en Eled fidel,
Ou diwaskel digor dirak er Vam santel,
E zichen é Karvez, e saw el labourer
Hag en doug é triomf én evr ag en amzer.
Touchand drest er hogus, dirak é zeulagad
En doar ne spleit ket mui hag e seblant pelat.
P’en dé tostoh d’en heol, é lagad e vrumen
Hag er peh e sprumant, ean er sprumant é guen.

Neoah, ar zivaskel én Eled en dougé,
Beannoh eid en ahuel, é ma é lein en né.
En oreu aleuret a di é Vam tiner
E zigor ou hunan aveid en degemer
Chemel e hra bamet é huélèt er palez
Hag en inour e hrer d’é vam ha d’é vestrez.
En Eled é seih rank, er Sent ha Santezed,
Peb unan én é leh, é dan tron en Drinded,
Én inour d’ou Rouanez, ged er muzik dousan,
E laka de zason er palez ag en nean :
« O ni e chom én néan, kanamb ged mêlodi,
« En dé men a driomf eid hur Rouanez Mari ;
« En dé men m’en des bet, arlerh er marw dousan,
« Er Mab sawet é vam ar en tron ihuelan.