Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/97

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
KESTEL IV.

« Nameid ged men guérein em boé bet desawet
« Ged er brasan ehueh, ha chetui ind kolet.
« O me Mam ! Piw e zei bremen d’ou pardonieu
« Ha dirak hou s-auter d’hober é bedeneu ? »

A vlein en nean é Vam er hleu doh hi galwein,
Er remerk hag er guél é Karwez é ouilein.
Tro ha tro d’ou Rouanez, ar droneu ligernus
Gronet ol a splannder, én ur palez bourus,
Er vam santez Anna, patronez Breh izel,
Ol er vartirezed, er Guerhiezed santel,
Agath, Félisité, Perpetu ha Lusi
Hag Agnez, ha Sésil, ehue Anastazi,
E gan ol ar un dro ged er boehieu dousan
Gloer d’en tad, gloer d’er Mab ha gloer d’er Spered glan.
Mez, é pad mé kanant, ind e gleu hoah ur hueh
Klemeu el labourer hag e hanaw é voeh.
Kenteh ne gleuer mui na kanen, na muzik
Hag en ol ar ou zron e chom hemb sanein grik.
Mez Agnez er getan e dosta de Vari,
Hi salud ged respect en ul larèt tehi :
« Er chapel a Garwez, ô Rouanez beniget,
« Hou mab el labourer, ar é zeuhlin stuiet,
« A vitin bet en noz, ne hra meid huanadein,
« A vitin bet en noz, ne hra meid hou kalwein. »