Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
KESTEL IV.

Neoah, ged eun a gol hou kuerein ged klinwed,
Pedet en eutru Doué, er Sent ha Santezed,
Inouret ind bamdé, hag, én ou fardonieu,
N’ou dizinouret ket dré zirolemanteu.

Tostik tra de Vlanhoeh, é parez Neulieg,
É tal chapel Karwez, èn tu doh Klegereg,
Ul labourer, e mes gueharal hanawet,
E huélé, blai ha blai, é rucheneu doublet,
É huérein é neijal ér piar horn ag er vro
Hag é cherrein er mél en doareu tro ha tro.
Aveid adorein Doué, inourein er Huerhiez,
Hag é pardon Kergrist hag é pardon Karwez,
Ur pilét én é zorn, ged grad ha devosion,
Peb unan er guélé é troein ér prehesion.
Én noz avel én dé, ér mez avel én ti,
Hemb arsaw é pedé ha Jezus ha Mari.
Ou hanweu aveid hon ken dous avel er mél,
E hré dehon tanhoat ur joé glan ha santel,
Hag ind, a vlein en nean sel-mui m’ou inouré,
Sel mui e rent tehon mercheu a garanté.
Istroh aveid unan e selé ged invi
Hag é liorh guérein hag en treu ag é di.

Nag eurusèt ur stad aveid el labourer !
É voéz, é vugalé hoah én un oed tiner,