Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
KESTEL IV.

Er huéreinen enta n’hi des chet kin micher
Meid cherrein ar er bleu hag er mél hag er hoer,
Kampenein en tigeah, gober én téreneu.
Aveid hi e ma rah er boen ha labourieu,
Lies memb é huéler hé diwaskel toret,
Pé ged er spern, en drein, el lann deu hanteret,
Koeh e hra ha merwel é dan hé beh ponner,
Kement avel mé kar er bleu, er mél ha koer ?

Mez e hue pe dosta er hours ag er gouian
Ged eun ag er geltri, en ol, keti ketan,
Ar er gôrerezed en hum daul a vanden
Hag ou laka d’er marw ar drezeu er ruchen.

Neoah, nag e heheh ér piar horn ag er bed,
Ne gawehèt ket tud hag e gar ou rouéed
Kement avel mé kar er guérein ou rouanez.
Ind hi goarn é peb leh hag én ti hag er mez.
Tré mé viw er Rouanez, ne hrant ol meid unan :
Mez kenavo d’er peah pe varw ; keti ketan
Ind memb e bill er mél, e roeg en tereneu.
Er vam e zou perpet é pen el labourieu
Hag en ol ar nehi en des ou deulagad,
En ol ged un drouz vras hi heli a vostad,
Ind hi doug ar ou hain, hi huh ged ou horveu
Hag e varw én hé léh é kreiz er brezelieu.