Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/90

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
KESTEL IV.

Mez kenteh èl mé ma peb unan ér gulé,
Hani ne san mui grik bet ke ne splann en dé,
Un hun huek ha didrous e rid én ou mampreu.

Neoah un herrad kent mé taul en terhoedeu,
Ne hues é tal en or nameid plegein hou pen,
Ha hui e gleuou spis en dispeah ér ruchen.
Boeh er Rouanez iouank klemus, dous ha sklintin,
E seblant lein a zar ha béet én ankin ;
Mez er Rouanez gouhan e zisko bout rokoh,
Seblant e hra gourdouz hag hé boeh zou huerwoh.
Peb unan zou ar voulj, avel én ur veitri,
En noz kent mé timé er vestrez ag en ti.
Ehueheit en trenoz, rak, ar dro kreiz en dè,
En hou pou, mar dé kaer, un terhoedad nehué.

A pe zalh er hogus er glaw drest ou feneu,
N’ou guéler ket lies é vont ar er mezeu,
Na kent mé saw ahuel, doh er ger é pelat,
Mez é tal er ruchen ind e hia d’hum zeurat,
Ha lies ind hum last, el er bageu dister,
Ged grein sabl, eid trezein en evr ag en amzer.

Er guérein e zou guerh hag é tal ur vestrez
Ne golant ket amzer é kandrehel el lez.
N’en des nameid er vam hag er gorerezed
É tesaw ré vihan hag é lakat ér bed :