Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
KESTEL IV.

Lod é béginieu vras e zastum en ahuel
Hag en hueh ar er gleu ke ne splann er hôvel,
Réral e soub én deur en hoarn rûet én tan,
Ol er vro e zason ged er tauleu kriwan.
Ind e saw beb eil taul ou morholeu d’el lué
Hag e sko beb eil taul ponner ar en ané,
Hag ou mancheu tronsed, réral ged turkezeu,
E dro hag e zistro en hoarn rû d’en tauleu :
Avelsen é huéler, mar geler havalein
Er bihan doh er bras, er guérein é poeniein,
Peb unan én hé harg. D’er ré gouh er soursi
A hober en déren hag a gampen en ti,
Mez er ré iouankoh, chueh ag ou dehuehieu,
Ged ur sam doh peb gar n’en dant t’er rucheneu
Nameid é dan en noz. Ind e furj é peb tû,
Ar er brug, ar el lann, ar er bleu gunehtû,
Ar en tin ha sevi, ar bleu er gestenen,
Ar en till, en haleg hag ar zel en erwen.

D’en ol er memb labour, d’en ol er memb repoz.
A vitin, hemb dalé, é kuitant, ha d’en noz,
Kenteh avel kuh heol, é lauskant ol er bleu
Hag é neijant t’er ger de zichueh ou mampreu.
Én er se ne gleuer meid guérein é trouzal
Ha ged ou-ou diwaskel el lioh é kornal,