Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
KESTEL IV.

Ha hani ne gredou sewel er baniel
Aveid hoari er bar na monèt t’er brezel.

É mesk ol el loned, er guérein ou hunan
E zesaw én ul lod ou bugalé vihan,
En des er memb tier hag er memb lezeneu,
E viw avel breder, en des er memb broieu,
E labour hemb arsaw én déieu ag en han
Ged eun a ziover én nerh ag er gouian.
Peb unan a nehai en des hé déverieu ;
Lod eid dastum biwans e valé ér parkeu,
Lod én don ag en ti, kent sewel en déren,
E lid ur guskad peg cherret ar ur huéen
Ha ged glud distenet, en eil doh é gélé,
E vastik hag e stag en tereneu nehué,
Lod e vêra er mél, el laka de zever
Én tereneu krouiset aveid en degemer ;
Lod e houarn toul en or, hum zavé hag hum saw
Eid spial er hogus, en ahuel hag er glaw,
Lod e gemer ou sam ged ou hansortezed,
Lod avel un armé, e bela er guesped.
Hui ou guél é verwein hag er mél en dousan
Tro ha tro d’er ruskad e streaw er frond huekan.
Haval doh er gôion én don ag ou forjeu,
A pe hrant en armaj aveid er brezelieu,