Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
KESTEL IV.

Kenteh el mé huélant en amzer é splannat,
En heol é tizolein, en ahuel é hoannat,
Mé helant hum zrehel én evr ag en amzer,
É hant enta ér mez hag en hum emganer.
Kleuèt e hrer en nean ged en trouz é kornal,
Ind hum gaij, ind e bun, e saw hag e zeval
Avel mé neij er peudr é kreiz un taul harnan,
Hag ou guélet e hrer é koeh a lein en nean
Stankoh eid er grezil é koeh ag er hogus,
Pé er mis ag en derw, a p’ou heijer herrus.

Ged ur galon nerhus èn ur horvig dister,
Er rouanezed ind memb e zispriz en danjer
Hag e zalh d’er vuhé bet er ré zehuehan
Ke n’en dé gronz rekis d’unan tenein ardran.
Aveid ou disparti, en evr ag en amzer
Ne hues nameid turul un dornad peudr dister.
Mez arlerh en emgann, aveid drehel er peah
Hag aveid bihanat dispeign er ranteleah,
Lahet én hou teorn er rouanez dihelan
Ha lausket er vestrez ér ruchen hi hunan.

A p’ou guélet ehue é kuitat ou zier,
É lezel el labour, é punein én amzer,
Mar venet ou distroein a zoh ou hoarieu,
N’hou pou nameid trohein diwaskel er mameu