Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
KESTEL III.

E seblant oa guèlat én ur hober ardeu
Hag ou lausk de grevein é pen ou hlinwedeu.
Neoah skarhet en teil, neteit mat hou kreuier,
Gouarantet hou loned a zoh er goal amzer,
Ha touchand, er hlinwed ag ou mesk e lamou,
Er vanden e huèlei, hou poen e dreménou.

Hou pet, ô bugulion, soursi a hou loned
A hou kevr ha devend, a hou seud ha ronsed,
Hum bliget én ou mesk, karet hou micherieu
Aze é kawéhet leuéné ha madeu.

Gueh aral, ur bugul e mes reih hanawet,
Eurusoh eid ur roué ar é dron azéet,
E huélé, dé ha dé, é loned é toublein,
É vadeu é kriwat, é ialhad é kreskein.
É seud e ré dehon en amonen huekan,
En devend ged ou glouan en dillad pinhuikan,
Er foer ha marhadeu e greské é drezor :
Neoah, el mé chomé én doar ag en arvor,
Ean e huélé lies, ag er broieu pelan,
El lestri é toarein ged er hargeu kaeran.
Er bugul gouniet e huerhas é loned,
E hras gober ul lestr, dastum marteloded,
E lakas ar er mor é argand ha madeu,
Mez un taul fal amzer ou lakas a dameu.