Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
KESTEL III.

Pé kentoh, eid drehel é plomb hou pandeneu,
Hemb monèt te foetal hou s-argand d’er foerieu,
A ziar hou loned er ré kalonekan,
Hui e vagou, beb plai, el laieuaj guèlan.

El mé choejet hou seud, choejet mat hou ronsed,
Choejet hou marh brawan hou prawan kazeged,
Hag er ré e houarnet eid poblein hou kreuier,
E houlen, a vihan, soursi ur mestr tiner.

Kenteh el mé huélet hou s-ebel én hou prad,
Hui e hanawou reih mar dichen a rum vat.
Ean e gerh ihueloh, guèl é tispleg é har,
Haval doh en ahuel, ne douch ket toh en doar,
Er hetan de drezein ur ster don ha trouzus,
Er hetan de saillal ar er ponteu risklus,
Kaer e zou gober trouz é tal é ziwskoharn,
Nitra n’el er spontein nag en tan nag en hoarn.
Ihuel a ziaraug ha ront a ziar dran,
Tiw a houg, ber a gov, é ben e zou bihan,
Ar é vruch é huéler ol é hoehiad bolzet
Hag ar é gain digor é ziw liwen sawet.
Mar kleu a ziabel en armaj é trouzal,
En teneu é tarhein, en trompèt é kornal,
N’hel ket chom én é leh, é ziwskoharn e red,
Ol é vampreu e grein, é ziwfren e voged,