Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
KESTEL III.

« Er minourig e ven en dout er seud guèlan,
« Er guèlan anuerzi hag en éhen vrasan :
« Mez kaer en des bouitat ha kaer en des gober,
« E seud e zou bihan, é éhen zou dister ;
« Mez ne gol ket kalon, hag eid donèt te ben
« Ag en dout ré brasoh, ean e huerh er vanden,
« E hia kenteh d’er foer hag e zigas ged ou
« Ha seud hag èhen vras desawet ér Poétou. —
« O loned divalaw ! ker seh ind el iskern,
« E lar en ol dehon. — Mez er minour, — ne vern,
« E m’ean én ur hourhein, ged foen ha piligad,
« M’ou lakou de lardein, m’ou lakou de vrawat. »

« Neoah, a zé de zé, er foen e vihana,
« Dré hir rein piligad, er suler e skana,
« Er skorn hag er gouian e griwa hoah bamdé,
« Taillein e hrer er foen, er ranjot zou goulé,
« El loned e hoanna, n’en dant mui ged en hent
« Ha, kent fin er gouian, é koehant ar ou dent.
« Er minour e hrata, ged meh ha ged ankin,
« El gueh aral er vran, ne vou ket tihet kin. »

Eid oh hui, mar venet chanjein hou paréieu,
N’en det ket, avel d-on, d’er Poetou d’er foerieu ;
Hui e gawou loned, ér foerieu tro ha tro,
Duehoh doh er bouitaj hag en er ag er vro,