Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/60

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TRIVED KAN.
————


Lauskamb un herradig de boez hun arèrieu,
Lauskamb hur gué iouank de greskein ér hoedeu,
Mal é mé konzehemb a zesaw el loned,
En devend hag er gevr, er seud hag er ronsed.

A venein e hret hui guélèt lan hou pradeu
Ag el loned guèlan ha klasket ér foérieu ?
Eid desaw ré iouank, choejet te getan pen,
Tadeu ha mameu mat, tenet a hou panden.

Ne zoujet ket a houarn, eid poblein hou kreuier,
Anuerzi hag en des ur fal sel, ur fal cher,
Ur pen el un ejon, ur houg tiw, ur houlten
E rid ag er balog ar er bruch pen d’er ben,
Anuerzi hag en des en diworhed tiwan
Hag, é dan ou hern krom, en diwskoharn hiran.
Ne zisprizer ket hoah en anuerzi breh guen
Ihuel ar ou diwhar, diveh ha digampen,
E chib, én ur gerhed, en doar ged ou losteu
Hag e zismant er merch en des groeit ou fazeu.