Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
KESTEL II.

Gué plantet a bep tu ha digor a zélen,
Aveid gober anhoé é dan ou goeskeden.
Ind ou des pradeu glas de zesaw ou loned,
Koedeu stank d’er giber, leneu don d’er pesked,
Bugalé a vihan disket te labourat,
Karantéus doh Doué, doh ou mam hag ou zad.
Kresket, ô mem broiz, kresket hou leuéné
Én ur blantein koedeu, én ur huèlat hou kué.