Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/58

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
KESTEL II.

Neoah, é kreiz er prad, é huéler en dôleu
Gouarniset a viwans, goleit a gartadeu.
Peb unan e azé, peb unan e veren,
Peb unan e houlé hag e garg é huiren.
Kent er pen dehuehan, er pir, en avaleu,
Er freh er ré huekan e holo en doleu.

Kleuèt e hrer neoah er bénieu é son,
En dud iouank e sant é vleuein ou halon,
Diw pé tair tro korol e hrant, e kreiz el ler,
Ha peb unan e hia a bazeu bras d’er ger,
Peb unan e zeli, kenteh avel kuh heol,
Bout ér ger ged é dud é koénien doh tôl.

Nag eurusèt vehé en dud ar er mezeu
A pe hanawehent er briz a ou madeu !
Biwein e hrant é peah ; en doar, ged plijadur,
Bamdé de beb unan e ra é vagadur.
Ne huélant ket, guir é, avel ér palezieu,
En dud d’ou saludein é tont a vandeneu,
N’ou des chet tier kaer, na meurbraj aleuret,
Ou dillad ged er pourpr n’en dint ket bet liwet,
Mez én ur vuhé vat ind e gaw, noz ha dé,
Er peah ag er galon hag er guir leuéné.
Pel a zoh er hérieu, pel a zoh er safar,
Ind on des deur mamen, goehieu don, groheu kloar,