Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/55

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
KESTEL II.

Peb unan e dosta ; lod, a ziar en doar,
Ou dibab ged en dorn, réral e heij er bar.
Ne huéler é peb léh nameid en avaleu,
Lein é rah er sehier, lein é rah er resteu,
Peb unan ar é skoé e sam ur beh ponner,
Er har bras zou karget è pad mé hel kemer,
Er piar ejon e vourd, er marh bras e zihueh,
En ahel hoarn ean memb e darh é dan é veh.
Deja me gleu er mel é skoein ar en aval,
Eid sterdein er masad er hoaskel é krial,
Me huél avel ur hoeh, a ziar er varlen,
Chistr douzoh eid er mél é ridek a houlen,
Er barikeu lein brog, lein brog ol en toneu
Ha touchand ar en dol karget er chopineu.
Ol en dud zou joéius, ou boeh e ihuela
Hag er ré hanter vut ind memb e gragela :
« Ivet, ô mem broiz, toret ol hou sehed,
« Ankoeheit un herrad hou labourieu kalèt ;
« Neoah ehueheit mat, é kreiz hou leuéné,
« Ha ne hret ket abuz a zonezoneu Doué.
« Bout zou mol de beb tra. Peb unan e zeli
« Bout reglet én ivaj ma ne ven ket fari. »

Aveid el labourieu ker kalèt ag en han
Gouarnet én ul leh kloar hou s-ivaj en huekan,