Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
KESTEL II.

Ma ne venet émber ou guélèt é peurat,
Er man doh ou gôlein, ou bareu é voénat ;
Pé, mar venet lakat gué iouank ér pradeu,
Labouret toh ou zreid en doar ged hou pâleu.
Er pir, en avaleu, er prun hag er hiriz,
E houlen ha doar mat ha bouljet é peb kiz.

Arlerh en nozieu hir ha trist ag er gouian,
O na bourusèt é, é pad en nehué han,
Guélèt én ur sewel, hemb kuitat toul é zor,
Hag en dél é hlazein hag er bleu é tigor !
Haval doh ul linsel, ker guen avel en erh,
Er prun hag er hiriz, kenteh el hanter merh,
Hemb doujein er ienion, e zigor ou bleuen
Hag, el aveid hi gouarn, e zispleg ou délen.
Èl leanezi iouank p’en dant d’hober ou ro,
Unan arlerh en al, er pir e splann d’ou zro.
Mez haval doh ur vearh, é kreiz hé brawité,
Kampenet p’en d’er ben, én dé kaer mé timé,
En avalen arlerh e saw ihuel he fen,
Gouarniset a zél glas, a vleu ru, a vleu guen.

Touchand neoah é houiv hag é koeh ol er bleu,
É krog hag é vrasa er freh ar er bareu ;
Plegein e hrant émber é dan ou beh ponner,
En heol, én ur griwat, ou liw ged è duemder.