Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
CHANT II.

Ind e droh hemb doujans er peneu ag er gué,
Ha ne lauskant ged ai meid el lagad nehué.

Réral ged ou houtel, pé ged dent en hechen,
E zibill gué iouank, ou zroh hag ou diben,
Ou feut a drez de drez, e zichen ér feuteu
Grefad iouank taillet, ou gron ged liameu
Hag er freh goudaskan e chanj krohen ha dél
Hag e zoug freh ken dous, ken huek, avel er mél.

Lod e daill er grefad é plât ag ur hosté,
E hra bet er vouiden un troh a drez él lué
Hag ar ur ién dister, étre koed ha krohen,
En ur skoein ged ou dorn, e laka er hrefen.

Lod aral é biez e droh er planteneu,
Hag é biez ehue e dail er grefeneu,
E laka de zégoeh er grefad doh er gué,
Ou sterd hag ou liam en eil doh é gélé.

Ind ou lausk én ou leh ahoel hoah ur blaiad,
Aveid rein d’er hrefen amzer de grogein mat.
En un doar kampenet, nezen el labourer
E grouis don ged é bâl touleu eid ou hemer,
Ou dichen én ou leh, e holo ou grouiad
Ged teil ha doar kaijet hag ou lausk de greskat.

N’ankoehet ket neoah hou frehegi neué
Hag én hou pradeu glas ne blantet ket a hué,