Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
KESTEL II.

Neoah, a pe vou mal, klasket er gué guèlan
Hag ar hou kué goudask lakeit er freh huekan.
Ne zoujet ket balé, ne zoujet ket goulen,
Ridet ol er harter hag a drez hag a ben,
É ker, ar er mezeu, atterset é peb leh
É men é kawehèt er guèlan ag er freh,
Ha freh mat te zaibrein én tuemder ag en han,
Ha freh hag hum houarnou memb arlerh er gouian ;
Ha mar venet hou pout chistr ker spis el en deur,
Dous ha pikant ha huek ha milein el en eur,
Ne laket ket hemb kin freh dous én hou parkeu,
Grefet ehué ré huerw é mesk hou s-avaleu ;
Ha mar dé tiw ou chistr el deur ag ur vouillen,
Mar dé glas ha téhoel, mar dûa ér huiren,
Mar pouiz ar er galon, avel é ma ar vro,
Nitra guèl d’er sklerat eid avaleu kazo.

Disket enta grefein gué iouank ha tiner,
Kement se n’en dé ket dies d’ul labourer.
Lod e saw ul lagad a zoh ou gué huekan,
E feut ou gué goudask én hir a ziar skan,
E laka el lagad étré koed ha krohen,
Er sterd hag el liam ged ozill pé ged bren,
Hag arlerh, pe huélant er bouton é vroudein,
El lagad é tigor, é zélen é hlazein,