Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/50

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
KESTEL II.

Aveid ou difari, aveid ou mehekat,
El labourer e lak édan ou deulegad
É rastel hag é strep hag é bal ligernus :
« Guélet, tud a mem bro, guéiet mar don kablus,
« E lar nese de-h-ai, selet mem benhueger,
« Ne luehant avel se meid rak m’ou labourer.
« Ne mes kin sorsereah, ne houian kin ardeu,
« Eid gouarantein me freh, eid cherrein blaiadeu. »
Én ur gonz avel se, é tisko d’er barner
É vearh hag e bried rouzet t’er fal amzer.
En ol e dro neze ged er haih jardrinour,
E vél é labourieu hag e saw é inour.
Hemb arsaw, avel d-on, labouret hou parkeu,
Boulget lies en doar doh treid er planteneu,
Hag ol hou kué iouank e zei de vout kriwoh,
E zougou mui a vleu, ou freh e vou drûoh :
Re veint luehus enta hou forh ha hou pégel
Ha hou pâl ha hou soh ha dent luem hou rastel.

Neoah ma ne zoug freh er park e hues plantet,
Ma ne cherret nitra goudé me hues poéniet,
Lausket ean a kosté, a pe ne zakor d’oh,
Labouret un aral hag e vou fréhusoh.

Mez kent chonjal hadein gué fréhus én hou toar,
Klasket eid hou spluzeg ul leh choul, ul leh kloar,