Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/49

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
KESTEL II.

Én doar sablek, kent pel, é téseh ou grouiad.
Ér flageneu izel ne hrant nameid peurat,
Ag er vouillen é saw de vitin brumeneu
E losk, en un dremen, hag en dél hag er bleu
Hag ar er freh ind memb e streaw ur vlas ponner.

Eid gouarantein hou freh a zoh er fal amzer,
Plantet én ul leh choul, én tu doh ér hreizté,
Én un doar a zichen a zoh tor ur mané ;
Ha hoah, aveid hou pout ha freh dru ha gué kaer
Toulet don ged hou pâl, feutet ged hou s-arèr,
Trezet ged hou s-hoged hou parkeu pen d’er ben,
Ne zoujet na labour na koust toh ou hampen,
Rak en heol, nag er glaw, nag en drûan amzer,
Ne zigasant ket freh hemb dorn el labourer.

Én amzer gueh aral, bout zou kalz a vlaieu,
Ur peur kaih labourer a ziar er mezeu,
Penauz penak n’en doé meid ul liorh dister,
E cherré blaiadeu deuston d’er goal amzer.
É parkeu er réral ne oé seblant er bet,
Hag é liorhig ean a freh e oé karget.
Ind e zougas émber invi d’é vlaiadeu,
E laras é cherré eid kement se lezeu,
É houié er seih ard hag é oé ur sorser.
Ind er hasas enta é dirak er barner.