Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
KESTEL II.

Ha hui eutru iouank, dré hou kobereu mat
Hanawet é peb leh, ker klouz avel hou tad,
Braweit hoah hou koedeu ha plantet gué nehué,
Eid turul goeskedeu ar hou mabig Rene.

Mé, mem hou perpet chonj ag en amzer eurus
E mes bet tremenet én ou maner bourus
Birhuikin n’ankoehein na tad na bugalé
Nag er vam gouh e zou bremen é tal hé Doué
Tud peur a Bluvigner hag ol ag er hanton
Hui e houi é ma bet truhéus a galon,
En hi des bet lies douseit hou poenieu,
Lies toret hou nan, guèleit hou koulieu,
En hi des tremenet en ur hober er mad ;
Hum unanet ged n-ein eid hi zrugairékat.

Mez mal é d’emb larèt kenavo d’er hoedeu
Aveid konz ag er freh hag a hur berjéieu.
Mar e hues doar de choej, plantet én doar guèlan,
Ha hui hou pou gué kaer ha freh er ré huekan.
Ne laket ket hou freh nag é lehieu izel,
Nag ar er manéieu digor d’er piar ahuel,
Nag én un doar sablek, nag étré diw voten,
Nag én ur flagen don, na rai dost t’ur vouillen :
Er hoeskeden e voug er gué iouank kaeran,
En ahuel, é huehein, ou dispen a vihan,