Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
KESTEL II.

Ar hou parkeu hadet hag ar ol hou tier,
É déreneu frehus hag é vor a splannder.
Hadet sapinegi ar gain nueh hou lanneu,
Kesten ha derw ha faw doh tor hou manéieu.
Tro ha tro d’hou panner, plantet ur geneueg
Hag é tal er goehieu koed krein pé koed haleg.

Mez aveid diskein d’oh penauz gober koedeu,
Perak, ô Bretoned, kement a huerzeneu ?
E pares Pluvigner, én tu doh Languidig,
Én ur flagen izel é kawer Keronig.
Tro ha tro d’er hastel ne oé nameid lanneu,
Ha bremen ne huéler meid er haeran koedeu.
Aze, ô mem broiz, é teliet monèt
Kent hadein ha plantein ha klah é leh d’ur hoed.
Aze hui e huélou é men é ta guèlan
Hag en derw hag er faw hag er hesten tiwan
Hag en eflen digam hag er sapineg vras
Hag en haleg tiner hag en ivinen glas.
Ha penauz é ma ret gober hou s-aléieu
Ha penauz, én ur gir, é tigaser koedeu.

O koedeu Keronig, displeget hou télen,
Ar hou mistr charitapl skuillet hou koeskeden.
Bèh eurus édan d-ai, eutru mat ha karet,
Bèh éurus é dan d-ai, hui e hues ou flantet !