Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
KESTEL II.

Hé frehen e zou huek hag, é pad er gouian,
Hou pugalé ha hui, d’en noz, étal en tan,
Ged chistr dous el er mél hag ged kesten pared,
Hui e golou er chonj a hou poénieu kalèt.
Ha n’en dé ket en ol m’en dé mat er frehen,
Ne gawehèt ket koed guèl eid er gestenen
Na de blanchein hou ti, na d’ober hou presteu,
Nag ehue de zarbar forj er gôion a hleu,
N’ankoehet ket en oulm ker kalèt t’oh en uz,
Nag er huéen koed kroez e saw bet er hogus.

Hui enta, mem broiz a ziar er mezeu,
Lausket en dudchentil de hadein ou hoedeu
A hué deit a vez bro. El hou tadeu ketan,
Hadet kesten ha faw hag en derw kalètan.
Er gué zen e hanaw en doar a Vreh izel,
E gemer don grouiad, e saw ou fen ihuel,
E zispriz en ahuel, e zalh doh en harnan,
E ra d’oh benhueger ha koed eid gober tan.

Choejet naoah ul leh e jauj doh hou koedeu
Hag en doar e blijou guèlan d’hou planteneu.
Én tu doh er holern, hadet koedeu ihuel,
Mar venet gouarantein hou treu doh en ahuel ;
Mez én tu d’er saw heol hag én tu d’er hreizté,
Lausket leh ged en heol de skuill ged larganté