Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
KESTEL II.

Hou kalon e vleuou, hou trougeu e zousei
Ha doh hou s-inean beur en ané e belei.
Spontet a hou koedeu er skeul hag er splanhoer,
Mez lausket en ined de dostat d’hou panner.
Lies én ur grial a ziar ur souchen,
Er gavan e lar doh é saw un defouren,
En darask é tosta hag ahuel ha harnan
Hag er vouialh bourus é ta en nehué han.

N’ankoehet ket en derw, a pe hadet koedeu.
En erwen e zou mat ha d’hober arèrieu,
Ha de rein trestier aveid harpein hou ti
Hag er hoedaj rekis eid sewel el lestri,
Hag é pad er filaj, é kalon er gouian,
Guéen erbet aral ne hrei guèl koahad tan.

Neoah, é mesk en derw, hadet mar a fawen
Eid kawet kloarizion é dan ou goeskeden :
Ur fawen hi hunan, deit é kreiz hou parkeu,
E seblant t’oh ur hoed ged hé fenad bareu ;
Nag er glaw èl ur mor e koeh ag er hogus,
Nag en deur e ridek, nag en harnan trouzus,
Nag en ahuel folan, nitra n’hel hi diskar,
Ken don avel mé krog ol hé grouiad én doar.

Hadet ehué kesten én hou koedeu nehué
Er gestenen e zou er huèlan ag er gué,