Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
KESTEL II.

Ha kent mé cherr en noz, é larant el aben,
Eid en trugairikat, hoah ur hueh ou sonen.

Mez bourusèt ur voeh ! dousèt ur mêlodi !
M’hou hanaw estig kuh, me hanaw hou poeh hui.
Ol en ined aral e gemer ou repoz ;
N’en des nameid oh hui e gan ha dé ha noz ;
Peb unan a nehai ne houi nameid ur son,
Hui e chanj hui a voeh, a ganen hag a don.
Touchand hou kan e zon ur han a leuéné
Hag un herrad arlerh-é ma lein a dristé.
Estig, én hou puhé, avel én hun hani,
A hui e gaw ehue ankin ha melkoni ?
A p’ou kleuan d’en noz, é dan hou podig kloar,
É laret hou sonen e seblant lan a hlar,
Me chonj e hues marse kolet hou kansortez
Hag é oh é hober kanveu d’ou kaih parez,
Pé marsen é ouilein d’hou pousinedigeu
E zou bet hanter nueh tenet ag ou nehieu :
Mez, pe sawet hou poeh ker spis avel en eur,
Me gred é oh eurus, é kanet hou poneur.
Ne fondet ket enta, bugulion, é nehig,
Ha hui jiboeserion, respettet en estig.
Marsen ur hours e za, lôsket ged en derhian,
Én ur hortoz en dé hui e gleuou é gan,