Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
KESTEL II.

De zisoar ag er porh, de sewel men gouilieu
Ha de drezein ur mor guenet t’en houleneu ;
En amzer e zou kri, en ahuel digampen,
Des ged n-ein ar mem bag de zrehel er varen,
Pé mar chomes én aud, a ziar er rehier,
Te huignou d’ein pelat a zoh er hareger.
Ne chonjes ket é han, ém guerzeneu nehué,
De gonz ol ag er freh, de gonz ol ag er gué.
Nag em behé kand tead, ur beg hag ur voeh hoarn,
Me labour hemb arvar e chomehé hoah darn ;
Des enta hemb doujans, ha choej en hent beran,
Hemb kol guel ag en aud, doaramb ér porh tostan.

El n’en dé ket haval nag er freh nag er gué,
El-se n’en dant ket ol en eil el é gélé.
Lod, avel en halleg hag en ozill tiner,
Er helen perpet glas, er hoed ivo vlazer,
Er bonal goarniset a voketeu milein,
Er galpiren goudask, er spern ag er hoed krein
E gresk ou hunan kaer, e garg ol en doareu
Hag e hron er steri deuston d’ou hamdroieu.
Lod, avel er hiriz, er prun hag el loré,
A ziar ou grouiad e blanten a nehué ;
Ha lod aral e saw a ziar en haden
Avel er faw ihuel, en derw hag er hesten.