Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
KESTEL I.

Azé un erwen gouh, don én doar grouienet,
Én des é pad kand vlai doh en ahuel dalhet,
Mez hiniw ar hé zroed é krein hag é vransel,
É koeh en un drouzal é dan taul er vohel.

En den iouank gredus e garg é fuzulien,
E drez garh ha fojel ha mané ha pleinen ;
Guélet ean lein a joé ha samet a jiber,
É tont ar é bazeu hag é tistroein d’er ger.

Un aral iouankoh e bleg guéaleneu
E sten laseu risklus dalhet ged spleiteneu,
E streaw a ziabarh pé nebedigeu grein,
Pé bara brehonet, pé lameu aval brein.
Kent pel er horaer, er vouialh, er golvan
E zichen ar er boed aveid torein ou nan ;
Er spleiten e zireih, er huinterel ged herr
E saw a plomb t’el lué hag el las en hum cherr,
En in e chom é speign... kenteh ag é goignel,
É laseu én un dorn, én al, ur gavidel,
É sail er pautr bihan ar é gaih prisoner
Hag é rid d’en diskoein ged joé d’é vam tiner.

Lod e gas te birein en devend d’el lanneu,
Lod e gerh en ou raug hag e heij er bodeu,
Lod aral e vouita en ehen ha beuhed,
E den, e charré deur, e bil lann d’er ronsed ;