Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
KESTEL I.

Digoret te getan en doar troeit t’er hreiz-té
Pé d’er gevred izel. Lausket beta goudé,
(Mar e hues doar er hoalh), de boez ha de repoz
En doar troeit t’er holern, pé distroeit t’er hreiz noz.
En doar izel ha iein e zou mat t’er pradeu,
Er mauéieu ihuel e zou guèl d’el lanneu,
Ur segaleg hum blij én doar skan hag ihuel,
Er guneh e gar guèl doar ponner hag izel.

Ne guemeramb ket skuir ar un eutru foenwour
E gred guèl aveid omb hanawet hul labour,
E ven hadein é Breh avel én Normandi,
Gunehtu é Sarhaw ha guneh é Bubri.
Hui er guélou kent pel e lezél er vicher
Hag é honèt méhus ha skan a ialh te ger.

Dré hazardein neoah ha dré zispeign argand
En dudchentil e hel guèlat ur gommenand.
Mar guélet gober guèl ne zoujet ket heli ;
Mez neoah sèlet mat kent chanjein hou kiri,
Kent chanj hou s-arèrieu, kent chanj hou penhueger ;
É trokein hag é chanj liesan é koler.

Mar en dès sol hou toar, krouiset don en anteu,
Mar kawet pri pé mein, divehet hou soheu ;
El se n’hum gawou ket ér blein en doar falan,
En teil hag en doar mat n’hum gaweint ket én dan.