Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
KESTEL I.

É pad ol en amzer me oent chomet divlam,
Adam hur hetan tad hag Ev hur hetan mam,
Én ul liorh hanwet baraoez ag en doar,
E cherré, hemb poéniein, er freh a zoh er bar.
Er huinien, punet én dro d’er gué brasan,
E zougé pad er blai er rezin en huekan ;
Er figez, er hiriz, er pir, en avaleu,
Ol er freh, hemb labour, e greské ér parkeu.
Mez, arlerh ou féhed, skarhet ag ou jardrin,
N’ou des kawet ér bed nameid spern, nameit drein :
« Rak me hues, e mé Doué, toret men gourhemen
« Eid cheleu doh hou moez, chetui hou penijen :
« En doar vou miliget, ha mar venet biwein,
« Ret e vou labourat ha ret e vou huizein. »
Kenteh en nean e grein, er mor zou konaret,
Ol er bed e vransel, en amzer zou chanjet,
Un el e skarh ér mez hun tad ha mam ketan
Ha ged ur hlean e splann avel ur goahad tan,
E houarn en or doh t-ai eid n’en deint ket én dro.
« Kenavo, leh bourapl, ô Eden kenavo !
« Gué fréhus, koedeu glas, bokèteu, goehieu kloar,
« O leh karet ged Doué, leh kaëran ag en doar,
« Kenavo, kenavo ! ô perak, ô men Doué !
« N’hun nes chet ni sentet avel guir bugalé ? »