Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/126

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PERHENDEREZ KARWEZ.
————


IMITÉ DE VIOLEAU.
————



En amzer e oé iein, en doar e oé skornet :
Neoah, én hent e gas de Garwez beniget,
Ur voezig peur, én ur greinein,
Perhenderez gredus, ha divot ha diluer,
Ur vah guen én un dorn, én aral ur rozer,
E hié, Mari, eid hou pédein.
A pe zas ér chapel : — Deit-on hoah d’hou kùélèt,
Gùérhiez, dré m’hou karan, dré me mes chonj perpet
É on deit amen iouank flamm.
Me hras ar men deuhlin tair zro d’hou ti nezé ;
M’hou pédas a galon, ged dar a garanté,
Mé vehen bet deit te vout mam.
Kousket ar me halon, é pen deg miz goudé,
É oé ur mab bihan, un elig kaer de Zoué ;
Avel peb mam guiw é kanen :
Tad kouh, é korn en tan, e hoarhé é cheleu ;
Neoah , petra oé d’ein kanein me soneneu !