Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/120

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
GUERZENNEU.

Peh dorn charitapl e zousei
Er gouli se ker vénimus ?
Hui hemb kin, ô men Doué !
D’ou limaj kousiet
E hel dakor hé brawité
Hag en inour hi des kolet.
En tad se ken tiner
Én amb en des chonjet,
Aveid hun tenein a vizer,
Brediah er Fé zou sawet.
Ged a gaih ineaneu,
O Brediah er Fé !
En un dorein ou liameu
E hues hui gouniet te Zoué !
Bet er broieu pelan
É kaset tud gredus
De hober brezel de Satan
Ha de bredeg lezen Jezus.
Hou lezen, ô Jezus !
En des bet dismantet,
El en heol splann ha ligernus,
Ranteleah téhoel en diauled.
Lezen glan ha santel,
Guir sklerder hun inean,