Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KETAN KESTEL.
————


Aveid oh, Bretoned a ziar er mezeu,
É han de gompozein hiniw men guerzeneu.
Me larou d’oh penauz é cherrehèt est mat,
Peh doar e zou ret choej, penauz el labourat,
Penauz é lakehèt ol hou kué de greskein,
Hou loned de huèlat, hou kuérein de zoublein.

O Doué, krouéour en nean hag er mor hag en doar,
Hou kelloud zou hemb som, hou madeleah hemb par,
Hui hemb kin e laka en had de gelidein,
E houarant er blaiad, el laka de greskein,
E zigas ag en nean er glaw hag er séhour ;
Mar labourer hemb oh é koler el labour.
Aveid mé vou frehus, ar me labour dister,
Skuillet ehué, m’hou ped, hou nerh ha hou sklerder.

Ha té, barh a mem bro, den fur ha gouziek,
Joubioux, ken douget aveid er Brehoneg,
Te lénou me livrig ; d’id é tan d’er heni,
Avel d’er haretan ha d’er guèlan ami.