Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/119

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TRUGAIRÉ DE VREDIAH ER FÉ.
————


Ton : Amen pel doh eu trouz.
————


O Brediah er Fé !
Ha hui misionerion,
D’oh é laramb mil trugairé
Ag en donded a hur halon !
Bet premen, hemb sklerder,
El tud dal fariet,
É oemb é dan perh Lusifer
Hemb fé ha hemb lezen er bet.
Ganet ér baianaj
Ha gronet a behed,
Hun tadeu, sinhoah eid partaj
Nameid en ihuern n’ou des bet.
Ha ni ou bugalé,
Avel d-ai desawet
El d-ai n’hur behé bet ehué
Meid compagnoneah en diauled.
Allas ! piw e huellei
Un droug ken herisus ?