Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
GUERZENNEU.

Mez, na dousèt ur joé eid é galon tiner
O na kaerèt un dé aveid er misioner !
Deit int, deit int ér fin er veléan gredus
E houlené guersou dré bedeneu nerhus.
Nezen avel un tad é mesk é vugalé
Er misioner eurus e dremen é vuhé.
Guélet e hrer neoah, é dorn un elig guen
Ur gouron ligernus ag en nean é tichen :
Inean er misioner, beanoh eid en ahuel,
E neij devad hé Doué, d’er boneur éternel.



————