Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/116

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
GUERZENNEU.

« Doh Satan é konar gouarnet me honsorted
« Ha d’ou pugalé peur, d’er gaih huguenauded,
« Eid diskein hou lezen, konz a hou mab Jesus,
« Oh ! kaset bean, m’hou ped, misionerion gredus !
« Deuston mé ma guèl d’ein mont hiniw d’hou joéieu,
« Ne déhan ket neoah é raug er poenieu. »
Kenteh Doué ged ur sel en des skarhet Satan,
Ranjenet en ahuel, dismantet en harnan ;
Er mor e zou douseit, en nean e zizolo,
Er hogus hum zistrèh hag en heol hum zisko ;
Ol en dud ar er pont e drugairika Doué,
E gan gloer de Vari, d’er sent ha d’en élé.
Sewel e hrer neoah er gouil de lein er huern,
Un ahuelenig fresk e hueh ag er holern
Hag e garg er gouilieu. Er vag, el ur sign guen,
E riskl ar er mor plein hemb doujein en houlen.
Neoah arlerh en dout, é pad un hir amzer
Tréset mor hemb arsaw, é huél èl misioner
En audeu e glaské hag é dud gouiw karet ;
É galon ged er joé en des én on bleuet.
Ur groez koed én é zorn, kenteh d’er baianed
Ranjenet a huersou édan perh en diauled,
É predeg hemb arsaw un Doué, un Doué hemb kin
É zou bet a viskoah e vou de virhuikin,