Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/114

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
GUERZENNEU.

En ahuel digampen, en tampesteu trouzus,
Er brogon, el luhed hag er gurun spontus,
Goah aveid er blaidi, d’er gouian ér hoedeu,
É klah donèt er mez, torein ou ranjeneu,
É hudant hemb arsaw é tal en or cherret,
Satan memb e héris ar é dron azéet.
Ind e bunehé bean, kenevé m’ou dalher,
En nean, er mor, en doar én evr ag en amzer ;
Chetui perak é mant, é prizonieu téhoel,
Goleit ged rehier bras ha manéieu ihuel :
Ha Doué kent ou lezel ér mez ag ou groheu,
Ne lam jamez er brid a ziar ou feneu.
Satan én é gonar e sko tor er mané,
Er feut hag en digor. Kenteh, el un armé,
En ahuel e achap ér mez a leih en or,
E bun, e chip en doar, e rid aben d’er mor,
Hi zreboul a beh kaer, hi laka beb eil pen
Hag e roul dirak t-on bet en aud en houlen ;
En dud e gri spontet, er fardaj e huitel
Ha bag er misioner ar er mor e vransel.
Én un taul, er hogus e lam én un diwat
Hag en nean hag en dé a zan ou deulagad ;
É kreiz un noz téhoel, er gurun, el luhed
Ne ziskoant meid er marw d’er gaih varteloded.