Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/112

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ER MISIONER.
————



Kenavo d’oh, me zad, ha doh, me mam tiner,
Kenavo d’oh kerent, amied ha breder !
Bet en nean kenavo ! Eid er hueh dehuéhan,
Ér bed-men hemb arvar, hiniw en hou kuélan.
Bout hun nes hoah breder ér piar horn ag er bed,
É dan perh Lusifer a bel amzer dalhet ;
Eid monèt t’ou zenein ag ou sklavaj méhus,
Torein ou liameu, ou gouni de Jezus,
Eid m’hum gawehemb ol én nean zou hur guir bro,
É han ker pel doh oh : kenavo, kenavo !
Nezen, én ur gaijein é zar ged ou dareu,
É kuit er misionér, é kreiz en huanadeu.
Kenteh, a bazeu bras, é ha de vord er mor ;
Ambarket é deja, sawet é en eor ;
Un ahuel fresk e hueh hag e garg er mizen,
En deur é pen er vâg e feut hag e chumen ;
Breh izel e bela, e seblant izelat,
Hum gaij ged er hogus dirak é zeulagad ;
A beb tu ne huél mui meid en nean hag er mor.
Beta bremen cherret é galon e zigor,
Komptein a hra deja en hent en des trézet
Hag ol é chonj e zou ged é dud gouiv karet.