Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/107

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
GUERZENNEU.

A p’en dant ér chapel, — ô Jezus ! ô Mari !
Doh en droug hag er marw, ni ou ped, gouarnet ni.
Mez er gurun e darh, e goeh, hag, ér chapél,
E ziskar bet en doar er gristenion fidél
Guélèt e hrant en tan dirak ou deulagad,
É ridek én ou mesk, é loskein ou dillad ;
Ur hri kenteh e saw a galon peb unan,
Peb unan e bela doh er soufr hag en tan,
Peb unan e houlen é vreder, é bried,
É dad, é vam, é hoer, é dud hag amied,
Hag er mameu tiner doh ou halon spontet
É sterd én ur greinein ou bugalé semplet.

Lod e huéler neoah astenet ar en doar ;
Seblant e hrant bout marw ! Ankinusèt glahar !

A voeh ihuel neze er belleg, a berh Doué,
E daul en asolven ar é gaih vugalé,
Hag e lar hoah ur hueh : ô Jesus, ô Mari
Doh en droug hag er marw, ni hou ped, gouarnet ni.

Kenteh, ô tra suehus ! En amzer e splanna,
Er chapel zou spisoh, er gurun e bela,
Er spont zou bihaneit. - Nezen, oh ! peh ur joé !
O ! en dud diskaret e saw lein a vuhé.
Kenteh Neuliegiz, ar ou deuhlin stuiet,
En des er girieu men a galon lavaret :