Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR EN TARH-GURUN


KOÉHET AR CHAPEL KARWEZ,


SUL KETAN ER SACREMANT,


ÉR 1846.
————


En amzer a vitin e zou kaer ha bourus :
En nean zou dizolo, en heol zou ligernus.
Lein ag ur gred santel, peb unan hum gampen
Eid monèt te Garwez de gleuèt en ovren.
Er merhed e laka ou dilad suliek,
Ou brohieu miher guerh, ou houifeu dantelek.
Er hlehier én ahuel e saw neoah ou boeh ;
Peb unan hum arank hag e gemer é leh :
Dré vrehieu nerhus er hroezieu zou douget
Hag er banieleu én iliz displeget.
Er belleg hag er bobl e gan a voeh ihuel
Én inour de Jezus, mab en Tad éternel :
Er flaouit e respond ; é son spis ha sklintin
E gleuer ihueloh eid son en dambourin.

Er bobl e stui neze ha, ged dévosion,
E reseu ged Jesus é vénediksion.