Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/100

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
KESTEL IV.

« Ne hues chet, e mé hi, kolet me karanté,
« Mar dé marw hou kuérein e hré hou leuéné,
« Me larou doh perak : arlané dehuehan,
« É pardon bras Kergrist, én dilost ag en han,
« Hou mab én é foleah, (brasèt ur falanté !)
« En des, dré zisprizans eid me Mab ha me Roué,
« Douget ér préhesion é dok ar gorn é ben,
« Skleijet er baniel ér fang hag er vouillen,
« Skandalet ol er bobl ha ged é gonsorted,
« Kemiret é Kergrist rol mehus er Juifed.
« Chetui perak, me Mab, aveid diskein en ol,
« Hou kuérein a houdé n’ou des groeit meid hum gol.
« Neoah n’ankoehan ket e tet hui d’em pardon
« Hag en e hues perpet me haret a galon.
« Hou mab ean memb, hou mab diskaret t’er glahar,
« É zeulagad béet ged diw vamen a zar,
« É dirak me limaj é Karwez beniget,
« Em ped d’hober é beah ged me mab offanset.
« Én de kaer a hiniw, en drougeu en des groeit
« Ged me Mab ha get-n-ein e zou ol ankoeheit.
« Chetui neoah er peh e zeliet gober :
« Arhoah, ar dro kreiz té, en nerh ag en tuemder,
« É dan koed Lustregand, é parez Malgeneg,
« Tri hard leaw doh Karwez ha doh bourh Neulieg,