Trifina, digor frañk dorojou da galon !
Ha teurvez d’az preur paour aotren bremañ pardon
Dreiz-ouñ, va c’hoar, oud bet daouzek vloaz merzerez…
Doue am damant glann oc’h va fallagriez…!
Pardon, va c’hoar, pardon !!!
Doue r’az kennerzo !!!
Ha diwar-n-oud, va breur, peb gwail ra zistaolo !!!
(Staga a ra da ouela dourek)
Trugare d’id, va c’hoar…!
(D'Arzul ha da Dremeur)
Arzul, ha c’houi, Tremeur,
Va fardounit ive!…
N’am euz ken soñj, va breur,
Euz ann holl drouk hoc’h euz, aboue meur a vloavez,
Gret d’iñ-me, d’am bugel, kouls ha d’ar Rouanez…
M’ho pardoun, Kervoura, ha plijet gand Doue
Kemer truez ouz-hoc’h, kerkouls evel-d-ouñ-me !
P’hoc’h euz eur c’heuz ker braz, priñs, d’oc’h holl dorfejou,
N’eo ket me a garje kreski c’hoaz ho poaniou !!!
Evel ma mamm zañtel ha va zad, Roue Breiz,
M’ho pardoun !!!
O Doue gand levenez em c’hreiz
Va c’halon baour a drid !!! Deuz, pa gari, maro !
Va bennoz d’e-hoc’h ho tri. Va bennoz war ho Pro !!!
(Koueza a ra war he gador, maro. Ann holl a choum
eur pennad sebezet krenn. Arzul ha Trifina, gand
Tremeur enn ho c’hreiz, a gouez d’ann daoulin dirag
korf-maro Kervoura, ha klevet a reer anez’ho oc’h
huanadi… Arzul a zav, emberr, hag a lavar :)
Bremañ, p’am euz kavet va mab, p’am euz gwelet,
Dre desteniou sklear, eo divlam va fried
P’hon euz ho tri roet pardon da Gervoura,
E fell d’iñ c’hoaz, Breiziz, hirie ober eunn dra…